Marthe
Pa gontet din deus dimeziñ, deus dimeziñ, dimeus dimiñ
Pa gontet din deus dimeziñ, ul labour’r douar gontet ket din
Labourer-douar vez lous deus traoñ
Ziframma tout al liñselioù
… Ar miliner a laer e vleud
Hag a vo daonet betek e veud
Ya, gwir ez eo, Elenig…
Sylvie
…Ur c’hemener gontet ket din
Ur c’hemener gant e nadoz
A bikfe din ma feskennoù
…Ur gwiader vez war e stern
Eveld an diaoul en ifern
Ya, gwir ez eo, Elenig…
Nolùen
Mar faot deoc’h c’hwi men dimezin
‘g ur boulanjer gomzet ket din Perak enta Elen O perak enta me merc’h perak enta
Ur boulanjer foetal e douez
a foetehe e vouez just ken aes Gwir e laret Elen O gwir e laret me merc’h gwir e laret
Mar faot deoc’h c’hwi men dimezin
Ag ur mason gomzet ket din Perak enta Elen O perak enta me merc’h perak enta
Ur mason ‘vez a teurnoz
E lemel pri a zoc’h e gof Gwir e laret Elen O gwir e laret me merc’h gwir e laret
Ifig :
Pa gontet din deus dimeziñ, deus dimeziñ, dimeus dimiñ
Pa gontet din deus dimeziñ un toer maen-glas gontet ket din
…Un toer maen-glas war-lein ar c’hraou
Pa wel e vestrez ‘teu d’an traoñ
Ya, gwir ez eo… ya, re wir eo.
Pa gontet din deus dimeziñ, deus mab ur markiz kontet din
Mab ur markiz en deus argant
Hag ouzhpenn-se eo ur paotr koant
Ya, gwir ez eo… ya, re wir eo.
Gwir e laret Elen gwir…