Gwerz Lors Landat

Me ‘m oa ket met pemzek ‘la
Pa garen ar merc’hed, o na pa garen ar merc’hed
Setu me ‘m eus ugent ‘la
N’on ket c’hoazh dimezet (o ya o ya ‘ta)

Setu me ‘m eus ugent ‘la
N’on ket c’hoazh dimezet
(a na) da gaoz d’ar merc’h miliner
an eus (hi deus) me ambuzet

Deuit dousik ‘ta Yannig
Deuit dousik ‘n ho kwele (X2)
(Na) poan ‘m eus ‘ba’ ma oustilhoù
(Ne) ouian ket pet’a faot -ti (dehi)

Me a oa yaouank
Ne ouien ket an dra-se (X2)
Ha ‘ba’ plas mont da glask merc’hed
Me da gaout ar c’hure

Bonjour deoc’h aotrou kure
Bonjour deoc’h e laran (X2)
Setu me (zo) deuet d’ho kwelet
Janet zo chomet klañv

Kerzh sell buan ‘ta Yannig
Kerzh sell buan d’ar ger (X2)
Pa vi erru barzh ar ger
‘Vo kresk(a)et ho tud an hanter

Me eo ar paour kaezh Yannig
Hag e vez maldreutet (X2)
Nag o joñjal e plac’h a m'(o)a bet
Pe (d) all (?) ar wreg ‘m eus bet

Marche

1
M’ em oé choéjet ur vestrez
Ur plahig a dachen ho
M’ em oé choéjet ur vestrez
Ur plahig a dachen
Tarik tarik lonla
Hi laré d’ein ia ho !
Tarik tarik lonla
Hi laré d’ein ia ho !

2
Mé mont a goulennet geti
Ma hi doé madeù gé
Tarik..
Hi lare d’ein ia

3
Ha mem ès kerhet un deùeh
Eit monet d’hé gwelet ho
Tarik…
Ha hi n’en doé nitra

4
Nameit ur goh viohek diskorn
E oé é korn é hreù gé
Tarik…
E oé d’hi amieù

5
Ha nameit ur goh vrohek ru
E oé doh er berchen ho
Tarik…
E oé karget a huen.