Doue a bennigo en ti-mañ, hag en ti-mañ
Kenkoulz ar re vras hag ar re vihan
Hag Anaig Kalvez dreist bep unan
Da belec’h eo aet Anaig Kalvez, Anaig Kalvez
Ha n’he gwelan ket dre amañ
Anaig Kalvez zo war lae kousket, war lae kousket
a zo diwallet a zihunfe
Kloareg an Amour ha pa glevas, ha pa glevas
Skañv gant an diri lae a yeas
Ha dibonjour dit Anaig Kalvez, Anaig Kalvez
Te na deufes ket d’al leur nevez
D’al leur nevez me na yan ket, me na yan ket
Eno ma ‘maint seizh ma dous kloareg
Hag o seizh emaint klask ma c’haout
D’al leur nevez ni a yalo ni a yalo
Hag a greiz kalon ni a zañso
Teir zro d’al leur ganti en ’oe graet, ganti en ’oe graet
A benn ar beder oe aretet
Markiz Gwarand n’eus rankontret
Na dibonjour deoc’h, deoc’h c’hwi kloareg, deoc’h c’hwi kloareg
C‘hwi peus bet ar fleurenn deus ar merc’hed
Ma meus bet ar fleurenn deus ar merc’hed, deus ar merc’hed
Gant Doue din oe prometet,
Deomp bremañ d’ar gourenoù, d’ar gourenoù,
Da c’h’oud da biv vo ar gajoù,
D’ar gourenoù, me na yan ket, me na yan ket,
Kapabl evitoc’h markiz me n’on ket
Rannañ rafe ar galon, ar galon
El leur nevez an hini a vefe
Gwel goad ar c’hloareg el leur e skuilhañ, el leur e skuilhañ
Markiz Gwarand deus e lazhañ
Mamm dresit ma gwele din-mañ aes, ha din-mañ aes
Kar ma c’halon-me a zo diaes
Ma merc’hig paoul c’hwi peus re zañset, c’hwi peus re zañset
Ho kalonig paoul c’hwi peus diaezet
Kloareg an Amour a zo lazhet, a zo lazhet
An hini m‘ oa choazet da bried
Warc’hoazh da zeg eur e vo interet, e vo interet
Hon daou er memes bez e vimp lakeet