Disput etre ar c’hog hag an orolaj – Dispute entre le coq et l’horloge

Chanté par Mme LE GUERN – LE MOAL
Collecté par Soazig NOBLET – LANVELLEC, 20/02/1975

« Salut dit-te kozh orolaj
Terrubl meurbet ho kavan lach
Dija zo eizh deiz tremenet
Abaoe na rez nemed kousket
Labourit eta bremañ buan
Pe c’h es da vezañ taolet en tan. »
« Me a gred na n’on ket kousket
Un neubeudig em eus sec’het
Pa vo eoulet din ma memproù
Me a yelo adarre en dro
Ha neuze pa vo druz ma goug
Me a gano d’an holl koukouk. »
« Te a zo ur machin, emezañ,
Na da gerzh e ya kalz a arc’hant
Ma renker derc’hel druz da c’houg
a-benn ma c’helles kanañ koukouk
Eouliat dit-te da vemproù
Se a ra holl kalz a frejoù. »
« Kozh kogig, e lâran dit hardiz
Me a zo meulet en pep ti
Betek e-barzh en noblañsoù
Me a zo meulet a-bell zo
James ne debran netra
Me a dalc’h noz ha deiz da ganañ
Lec’h te a renk bemdez kavet boued
Da labour na n’eo ket reglet
Te pa dosta d’an abardaez
A grog ennout an didalvez
Ken a pez graet ur c’housk mat
Ne c’houlennes ket labourat. »
Pa gomzes dimeus ar veulodi
Me ac’h eo sur Roue ar c’higi
A zo dre natur e-barzh ar bed
Araok dit-te me a oa meulet
Te a zo ur machin formet
Gant daouarn un den abuset. »
« Neus forzh penaos ec’h on bet formet
Gant an holl me a zo meulet

Rak pa na vez un orolaj
Bremañ e-barzh en ur menaj
Kerkent e vez o lâret tud ar c’hoñtre
E vez distruj ar menaj-se.
Me a gred sur kozh oloraj
Te a zo mat d’ober lorc’haj
Mes na n’out mat da netra ken
Pe mag out da lavar soudenn
Pa ‘h on diskennet diwar ma c’hlud
E vo ret deomp ober un disput. »
Pa gari mimp a zisputo
Met aon ‘m eus rak da ivinoù
Te pa ‘h antrees en koler
a zo wasoc’h evit Lusufer
Gant da veg ha da ivinoù
Te a foeltfe din-me ma memproù. »
« Me a gred na n’on ket kolerus
Na kennebeut n’on ket fachus
Rak se eta hep pell dale
Lavar da holl gapasite
evit diskwel d’an holl er c’hanton
Piv a neus ar gwellañ rezon. »
« Me a verk dre ma holl skridoù
An eur kenkoulz hag ar munuchoù
Hag e lavar en eur ganañ
An eur d’an holl e-barzh ar bed-mañ
Dre ma gallout an holl a oar
An eur a ren war an douar. »
« Araok ma oas-te bet formet
An eur a oa anavezet
Neus ket a orolajoù
Ken just evel hini an astroù
Honnezh ne lâr james gevier
Da nikun dimeus ar c’hartier
Ha neuze me a gan ivez
An div pe an teir eur a-raok an deiz
Da lâret da dud ma c’hoñtre
Sevel neuze deus o gwele
Ya pa devez labour breset
Pe en beaj hir da vonet. »
« Te a zo karget a dromplerez
Gevier e leres d’an dud kaezh
Unnek eur e leres da greizteiz
Pemp da c’hwec’h eur deus ar beure

Te a dromp dre da ganaouenn
Tud an ti ha da amezeien.
C’hoant ho peus da veprisañ
An orolajoù er bed-mañ
Mes nimp a chomo bepred
En despet d’as teod milliget
Keit ha ma vo tud en buhez
Orolajoù e vo ivez. »
« Neus forzh pegeit sur e chomfet
Dreist ho penn a vo ma vortret
Pa vefet en hanter an tour
Me a vo d’an nec’h gant ma beg flour
Hag e belec’h teu e tiskwell
An tu a sko ar pevar avel.
Ha c’hoazh goude pa vin maro
Me a vo implijet e-barzh ar vro
Ma c’horf a vo lakaet war ar plat
Da neb a gar ober cher vad
Ha ma vluñv en ur c’holc’hed
Hag a vez warne dous kousket
Poent eo finisañ an disput
Rak enouet e vezo an dud
Bremañ e teuan da grediñ
Ac’h eo te roue ar c’higi
Kenavo ma gwir vignon
A lâran dit a greiz kalon. »