Kinnig

Ur c’horf o luskellat, un den o sell wae e lec’h evit mont war-raok, un dorn o tresañ an divent, Treizour eo an den-se. Ar jestr-se a ya deus an dorn d’ar c’horf a-bezh,hini ar pouleñver eo, ur fiñvadenn diarsav a gas an dud d’o vagou, daved an dianavez, hag a gasho endroe gwasket ar porz.

Mont war-raok a zo sell warlec’h kenkoulz. Un neudenn a zo bet roet deomp hag a ra an neuenn kreiket c’hoazh gant jestr ar bulzun, gant ul livnevez, d’an eil rummad d’egile, d’an eil devezh d’egile, kenstagaén kejadennou hag hengouniou e-barzh ur guriad frank, espar ha fiñvus memestra.

Daou hent dishenvel war wel hag en em groaz hanter hent. Ar gejadenn gant Cecile Borne, dañserez ha melluzez, klaskerez teñsorioù hag eñvorennoùha Gilles Sergent, koroller ha dedennet- tre gant dañsoù Breizh hag a implij an dañvez poblek-se en un doare a vremañ .

Etre an dañs hengounel hag an dañs a vremañ, deus ar jestr a vicher betek ar c’horf o tañsal an hed a zo dister evit an hini a oar kaout ur sell disheñvel ha krouiñ kroazadurioù nevez.

Treizour a zo un arvest a zo en em savet e-pad mizioù a eskemmoù pinvidik etre dañserien, kanerien ha korollerien hervez ar
menoz e c’hellfe en em veskañ ar skiantoù- prenet a bep seurt, e c’hellfe kejañ an traoù hengounel hag an traoù a-vremañ, e c’hellfe respont kanaouennoù an amzer tremenet da sonioù an amzer vremañ, hag en em gav asambles kanerien ha dañserien, tud a vicher ha karerien nemetken, evit heuliañ asambles roudou an tremenven, an treuzkasadur, an eskemm.


Korfoù oc’h en em adkavout o-unan
, o tihuniñ, oc’h en em vagañ dre o c’hwrizioù, dre un dañvez a zañsoù hengounel treuzkaset dezho a-hed bloavezhioù hag heñvelaet ganto, ken a vez cheñchet o vod da fiñval.

Mouezhioù oc’h en em voazañ an eil d’eben, oc’h en em resisaat dre an daremprejoù e-keñver ar re all, dre al levenez da
vodañ war al leurenn evit ar wech kentañ.

Korfoù o tañsal hag en em ziskleriañ hep tamm reberezh ebet, o kenober an eil gant egile, oc’h ijinañ gant ar pezh int un darempred gant korf egile.

Sonioù treuzkaset ha rannet hervez istor pephini e-unan.

Un darvout hiniennel ha memestra a-stroll, evit ijinañ ha klask don ar pezh a vefe tu  hor c’horfoù, hor c’hanoù hag hon dañsoù treuzkas.

 

Paderezh an arvest 1e15

8 kannerien , 20 danserien

Evit an holl

Raktres ambrouget gant Rannvro Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-bed, Sonerezh ha dañs Penn-ar-bed, Ker Douarnenez, Skol sonerezh ha dañs Douarnenez, Emglev Bro Douarnenez, kreizennoù sevenadurel Amzer Nevez e Ploemeur ha Kreizennoù sevenadurel Le Triskell e Pont-‘n-Abad.